Glad bedel

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Iskevrennad eus | natural heritage, glad sevenadurel ![]() |
---|---|
Stad | talvoud ebet ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://whc.unesco.org ![]() |
Deskrivet en URL | https://www.unesco.de/kultur-und-natur/welterbe/welterbe-weltweit/welterbeliste, http://whc.unesco.org/en/list/ ![]() |
Hashtag | PatrimoineMondial ![]() |
Trezalc'her | UNESCO ![]() |
EntitySchema for this class | Entity schema not supported yet (E142) ![]() |
Category for eponymous categories | Category:Wikipedia categories named after World Heritage Sites ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of World Heritage Sites ![]() |
E 1972 e tivizas Emvod meur ABU ma vije savet roll ar Glad bedel, ennañ lec'hiadoù ha gweledvaoù arouezel eus ar bed. Fiziet eo bet en Unesco klask anezho ha kempenn ar roll.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma'z eus 54 lec'hiad degemeret er Frañs, 3 en Iwerzhon, 7 e Bro-Skos, 4 e Kembre hag 1 e Kernev-Veur war roll glad ar bed, n'eus nemet unan e Breizh : meurvein Karnag hag ar Mor-Bihan[1]. Ouzhpenn se e kaver ivez Tour Kameled hag a zo lodek e Rouedad lec'hiennoù meur Vauban. Goulenn a reer ivez ma vije lakaet war ar roll klozioù-parrez Penn-ar-Bed[2].
Taolenn dasparzh ar glad bedel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klaska ra izili UNESCO ober a seurt ma vefe kempouez an traoù etre kevandirioù evit a sell ouzh lec'hiañ ar glad bedel. Er penn-kentañ e veze lakaet Europa war-wel dreist-holl. Gwir eoc 'hoazh, nemet ez eo deuet kempouesoc'h an traoù bremañ ma tegemer lec'hiennoù naturel dreistordinal. E 2012 e oa 961 lec'h war ar roll, dasparzhet etre 157 Stad : 745 anezho a denn d'ar sevenadur, 187 anezho a denn d'an natur, ha 29 anezho a zo kemmesk (sevenadur ha natur). A-fet douaroniezh ez int dasparzhet e pemp tiriad : Afrika issahara, Stadoù arab (Norzhafrika ha Reter-Nesañ), Azia ha Habask (gant Aostralia hag Okeania), Europa ha Norzhamerika (Stadoù-Unanet ha Kanada), hag Amerika latin (gant Mec'hiko hag ar C'harib).
E tiriad Europa-Norzhamerika ez eo renket Kevredad Russia, Turkia, broioù ar C'haokaz hag Israel.

Sevenadur | Natur | Kemmesk | Hollad | % | |
---|---|---|---|---|---|
Afrika | 45 | 33 | 4 | 82 | 8,8 % |
Stadoù arab | 64 | 4 | 2 | 70 | 7,5 % |
Azia ha Habask | 143 | 53 | 9 | 205[3] | 21,9 % |
Europa ha Norzhamerika | 384 | 58 | 10 | 452[3] | 48,3 % |
Amerika latin ha Karib | 89 | 35 | 3 | 127 | 13,6 % |
Hollad | 725[4] | 183[4] | 28[4] | 936[4] | 100% |
% | 77,5 % | 19,6 % | 3 % | 100% |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ UNESCO 17 July 2025
- ↑ Departamant Penn-ar-Bed
- ↑ 3,0 ha3,1 Ul lec'h treuzrannvro eo Lenn Ubs Nuur (Mongolia, Kevredad Rusia), lec'hiet etre Europa hag Azia-Habask hervez renkadur Unesco. Amañ ez eo lakaet e tachenn Azia-Habask.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 (fr) Roll glad ar bed (Unesco.org)